歌曲 / 歌词

Negro Song

Alan StivellListen on Apple Music

歌词

Me zo Breizhad.
Me zo bet sklav.
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz.
Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein,
Savet em eus, en o c'herbenn, o falezioù.
Me zo bet soudard.
Va obidoù em eus kanet e lannegi Plañwour
Breinet em eus en erc'hegi Rusia,
Breinet em eus e rizegi Hanoï;
Tufet va gwad e forzioù pri Verdun.
Lazhet'm eus ar re zu
Ha distrujet an doueed a azeulent.
Me zo bet mevel.
Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij
Desket em eus d'an dud komz evel va mistri.
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz.
Ha great em eus dezho c'hoarzhiñ
Rak me zo bet farouell.
Me zo bet merzher.

更多歌手作品

专辑信息

Trema'n Inis (Vers Lil) →
  1. Stok Ouzh an Enez
  2. Hommes Liges des Talus en Transe
  3. Rinnenn XX
  4. An Eur-Se Ken Tost d'Ar Peurbad
  5. Negro Song
  6. E-Tal Ar Groaz
  7. Ar Chas Donv'yelo Da Ouez