歌词
Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre
'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme (bis)
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez
"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ
- Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ
- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..."
Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou
- O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !"
专辑信息
1.Reflets
2.Suite des Montagnes
3.Marig Ar Pollanton
4.Broceliande
5.Son Ar Chistr
6.Sally Free and Easy
7.Suite Irlandaise
8.Silvestrig
9.Tenval an Diez
10.Je Suis Ne au Milieu de La Mer