歌词
I
Va dousig koant poent eo sevel.
Setu an deiz en em gavet.
‘Us d’ar maez an Heol zo uhel
‘Barzh ar beure alaouret.
Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn
‘Deus kanet an dihuniñ.
Digor da sell d’ar sklêrijenn
Mousc’hoarzh eürus en da di.
II
Ar voualc’h du er bodad drez
A c’hwitell dimp he salud.
An durzhunell a sav he mouezh.
Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud.
Selaou pedenn an alc’houeder
Diouzh an neñv glas o kouezhañ.
Va dousig koant, sell pegen kaer.
Eo dimp hor beure kentañ.
III
Ar saout a sach war o chadenn.
Dirak ar rastell c’houllo.
Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn.
‘Keit-se te o goroio.
Er marchosi, ar gazeg wenn
A c’houll he c’herc’h hep dale.
Hag er c’hraou bras an daou ejen
Gwelout ac’hanout ‘garfe.
IV
Dec’h vintin hon eus tremenet
Dirak an Aotrou Person.
Ar c’hleier bras o deus sonet
D’embanniñ mouezh hor c’halon.
Hiziv etre da vizied
‘Mañ eürusted va buhez.
Va dousig koant ha va fried
Te zo va holl garantez!
专辑信息